Leila Slimani
Leila Slimani, ganet d'an 3 a viz Here 1981 e Rabat, e Maroko zo ur skrivagnerez c'hallek. Tapet he doa ar Priz Goncourt e 2016 gant hec'h eil romant, Chanson douce.
He zad a oa ur banker marokan, ganet e Fès, he mamm ur vedisinez aljerian, merc'h d'un Elzasianez. Studiet he deus e lise gall Rabat, ne gomz ket arabeg nemeur. Ar galleg e oa yezh ar gêr. He zad zo bet sekretour-stad evit an ekonomiezh, tapet e voe en ur gwall afer, bac'het ha didamallet kalz diwezhatoc'h, goude e varv.
Kazetennerez eo bet e Pariz a-raok sevel e romant kentañ.