Ar stêr Lempa zo ur stêr e Kreizamerika, 422 km dezhi. Dre deir bro e tremen : eieniñ a ra e Guatemala, treuziñ Honduras hag en em deurel er Meurvor Habask en El Salvador.

Ar stêr Lempa pa erru en El Salvador.
Ar pont Nombre de Jesús dreist ar stêr Lempa

E menezioù kumun Esquipulas, Chiquimula en Guatemala,e c'hoarvez eus kember ar stêrioù Chacalapa, Tepoctún, La Planta hag Olopita, hag a-benn 30km e tegouezh en Honduras ma treuz departamant Ocotepeque a-hed 31,4 km.Trmen a ra neuze en El Salvador e departamant Chalatenango ma red a-hed 360,2 km a-raok aberiñ er Meurvor Habask entre departamant San Vicente ha hini departamant Usulután.

Brudet eo al Lempa da vezañ ar stêr muiañ saotret e Kreizamerika.