Al Lenn Peipsi, pe Peipus (Peipsi-Pihkva järv en estoneg ; Псковско-Чудское озеро pe Чудско-Псковское озеро e rusianeg) zo ul lenn vras war an harzoù etre Estonia ha Rusia, e Reter Europa.

Al lenn Peipsi, e-kichen Ranna.
Estonia hag al lenn Peipsi, er reter, war harzoù Rusia.

Ar bempvet lenn vrasañ en Europa eo, goude al lennoù Ladoga hag Onega e Rusia, al lenn Vänern e Sveden hag al lenn Saimaa e Finland.

En em astenn a ra war ur gorread 3 500 km² ; war-dro 7 metr eo he donder keitat ha 15 metr eo an donder brasañ. Implijet e vez al lenn evit pesketa hag evit ebatal. E tu Rusia avat ez eus labouradegoù bras war he lez ha saotret e vez he dourioù ganto.

E 1242 e c'hoarvezas un emgann brudet eno, Emgann al Lenn Peipsi (anavezet e Rusia evel « Emgann ar skorn »), etre ar Varc'heien Deutonek ha tud Republik Novgorod renet gant Aleksandr Nevski.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.