Leon Iañ (impalaer)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Flavius Valerius Leo a oa impalaer roman eus ar 7 a viz C'hwevrer 457 betek an 18 a viz Genver 474, dindan anv Leon Iañ an Isaurian

Leon Iañ. Mirdi al Louvre.

Istor kemmañ

Ganet e oa war-dro 401, e Trakia, mes n'ouzer ket piv e oa e dud, a oa eus meuriad ar Vessed.

Dimezet e oa gant Aelia Verina. Div verc'h o doa bet ː Aelia Ariadnè ha Leontia.

Er bloaz 457, Flavius Valerius Leo a oa tribun, ha penn-merour tiegezh an Alan Aspar, penn hol-c'halloudek gward-bro ar Reter.

Pa oa marvet Marcianus, d'ar 26 a viz Genver 457, Aspar a lakaas Flavius Valerius Leo da sevel da augustus (= impalaer), gant asant sened Kergustentin hag arme ar Reter.