Les Compagnons de Baal
Les Compagnons de Baal a zo ur ministirad skinwel moliac'h gallek sevenet gant ar filmaozer Pierre Prévert (1906-1988).
Savet ar senario anezhe gant Jacques Champreux[1] (1930-) e voe skignet ar seizh pennad e gwenn ha du war eil chadenn an ORTF adalek an 29 a viz Gouere betek an 9 a viz Gwengolo 1968. O vezañ ma c'helle darvoudoù 'zo bezañ skrijus evit ar bellarvesterien yaouank e veze diskouezet un hirgarrezennig wenn[2] ouzh ar skramm ha skignet an abadennoù diwezhatoc'h en eil prantad eus an abardaevezh.
Skignet e voe en Italia ivez — I compagni di Baal — adalek an 11 a viz Mezheven 1970.
Ar pennadoù (hanter-kant munutenn padelezh pep hini)
kemmañ- 29 a viz Gouere : Le Secret de Diogène (Sekred Diogenes),
- 5 a viz Eost : Les Mystères de l'Île-Saint-Louis (Kevrinoù Enez Saint-Louis),
- 12 a viz Eost : Le Spectre rouge (Ar Spes ruz),
- 19 a viz Eost : L'Inquiétant Professeur Lomer (An Nec'hus a Gelenner Lomer),
- 26 a viz Eost : La Nuit du huit de trèfle (Nozvezh an eizh treflez),
- 2 a viz Gwengolo : L'Héritage de Nostradamus (Hêrezh Nostradamus),
- 9 a viz Gwengolo : L'Éveil de Liliane (Dihun Liliana).
An danvez
kemmañKlask a ra un aozadur kuzh — Les Compagnons de Baal e anv — astenn e veli war ar bed a-bezh. Renet gant ar gourmestr Hubert de Mauvouloir n'eo ket figus tamm ebet war an doareoù da dizhout e bal (laeroñsioù, muntroù, skrapoù hag all) kousto pe gousto. Talañ a ra daou zen yaouank, ar c'hazetenner Claude Leroy hag ar sekretourez Françoise Cordier, outañ...
Ar gomedianed
kemmañUn toullad mat a gomedianed a gemeras perzh er stirad, en o zouez :
E-barzh c'hwec'h pennad
kemmañ- Claire Nadeau : Françoise Cordier,
- Jacques Champreux : Claude Leroy,
- Gérard Zimmermann : Pierrot Robichat,
- Jean Martin : Hubert de Mauvouloir/an aotrou kelenner Lomer/an aotrou kont a Sant-Jermen,
- Jean Herbert[3] : Joseph,
- René Lefèvre : Pépère.
E-barzh pemp pennad
kemmañ- Martine Redon : ar plac'h yaouank aet sot.
E-barzh pevar fennad
kemmañ- Tsilla Chelton[4] : unan eus azeulerien Cosmochronos,
- Annick Michaud : unan eus azeulerien Cosmochronos,
- Louise Chevalier : unan eus azeulerien Cosmochronos,
- Jacques Robiolles : unan eus azeulerien Cosmochronos,
- Patrick Lancelot : Jacques.
Goude bezañ graet berzh bras o telc'her roll ar c'homiser Ménardier en ur ministirad skinwel all — Belphégor ou le Fantôme du Louvre, miz Meurzh 1965 — e kemeras perzh René Dary (1905-1974) e tri fennad ivez, dilhad ar c'homiser Lefranc en-dro dezhañ ar wech-mañ.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Mab d'ar filmaozer Maurice Champreux (1893-1976) ha mab-bihan d'ar filmaozer Louis Feuillade (1873-1925).
- ↑ Lakaet e oa bet e pleustr e miz Meurzh 1961 o kregiñ gant ur garrezennig wenn da gentañ-penn.
- ↑ Muioc'h anavezet dindan e anv-leurenn : Popeck.
- ↑ Dalc'het e vo ganti roll Danielle Billard e Tatie Danielle (gant Étienne Chatiliez, 1990).