Lesbianouriezh politikel
Al lesbianouriezh politikel a zo ur redenn benourel, ledanoc'h evit an disrannouriezh lesbianadel.
Studioù ar rev |
---|
Pennadoù |
|
Porched ar revelezh denel |
Hervez al lesbianouriezh politikel e vez dibabet pe e c'hell bezañ dibabet gant pep hini he zuadur pe e duadur reizhel ha diwar-se e kelenn ez eo pozitivel al lesbianelezh evit ar maouezed hag e c'hellont dibab chom hep kaout pratikoù ha darempredoù arallrevel.
Krouet e oa an ideologiezh-se er penn-kentañ er bloavezhioù 1970 p'en em zisrannas ur strolladig maouezed e Leeds (Rouantelezh-Unanet) diouzh an darn vrasañ eus al luskad benevelour hag a sache war-du dielfennadurioù sokialour evit kompren abegoù mac'homerezh ar maouezed er gevredigezh. Gant ar strollad nevez, avat, anvet Benevelourezed Dispac'hel ("Revolutionary Feminists"), e veze taget kentoc'h ar c'houred.
Unan eus pennoù al luskad-se e oa Sheila Jeffreys hag a zo chomet feal d'ar mennozhioù-se hiziv c'hoazh hag a sav a-enep d'an deorienn queer war zigarez e talvez da guzhat kudennoù ar maouezed dindan tem ar revelezh, dreist-holl hini ar baotred heñvelrevel hervezi.
Embannet e oa bet gant ar strolladig un destenn anvet Lesbianouriezh politikel - Perak sevel a-enep d'an arallrevelezh ("Political Lesbianism - the Case Against Heterosexuality"). Enni e veze displeget perak e kredent e tlefe ar maouezed chom hep kaout darempredoù reizhel gant goured a-benn gallout tizhout o dishualerezh.
Mont war wanaat a reas teorienn al lesbianouriezh politikel da geñver ar bloavezhioù 1980 rak kalz luzietoc'h e oa deuet da vezañ dielfennadurioù ar venevelouriezh, o terc'hel kont eus meur a elfenn, evel da skouer ar ouenn, ha kroget e voe un eil prantad ("benevelouriezh an eil houlenn") ha ne veze ket gwelet ken evel ur stourm eeun etre goured ha merc'hed hepmuiken.
Levrioù
kemmañSheila Jeffreys:
- "Débander la théorie queer"
- "Beauty and Misogyny: Harmful Cultural Practices in the West"
- "The Lesbian Heresy"
Gwelet ivez
kemmañPorched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |