Levr Hagai

Levr Hagai a zo unan eus levrioù ar Brofeded en Tanac'h. Skrivet e vefe bet war-dro ar bloavezh 520 kent JK.

Hagai, skeudenn tennet eus un dornskrid dizanv eus an XVIIvet kantved kavet e Afon en Abc'hazia

Setu ar pezh a gaver e troidigezh An Tour-Tan a-zivout oberenn Hagai :"Al labourioù kroget trizek vloaz bennak a-raok evit adsevel an Templ, ne daent ket buan a-walc'h ; muioc'h a bres a oa da adsevel an tiez, ha setu perak e ra Hagai rebechoù rust d'e genvroiz. Krediñ a c'heller e roas ul lusk nevez dezho peogwir, pemp bloaz goude, e voe graet dedi an eil Templ (515)."[1]

DaveoùAozañ

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, 1983, p 248-251