Levr Havakouk (Ha) a zo unan eus levrioù ar brofeded "vihan" en Tanac'h.

Bered Yuzev Köln : "an den reizh dre e fealded a vevo (Ha2,4)

Teir lodenn a gaver ennañ, o zeir a-zivout mestaolioù ha kastiz ar C'haldean[1].

Da gentañ e lenner klemmoù ar profed dirak berzh ar re fallakr a respont Doue (1,13 :"Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout ar fall, arvestiñ ouzh an drougiezh ne c'hellez ket ;perak eta e sellez ouzh an drubarded, e tavez pa lonk ar fallakr reishoc'h egetañ?").

D'an eil ez eus mallozhioù war bobl ar Galdeaned, "bleizi ar pardaez".

D'an trede e kaver salm Havakouk o tisplegañ stourm Doue ouzh ar fallakr, ar C'haldean.

Hervez troerien An Tour-Tan, setu ar gentel roet gant Havakouk : "An Aotroù en deus e eur, hag e-kreiz trubuilhoù ha teñvalderioù ar vuhez e fell dimp gortoz hep faezhañ ha gant ur feiz divrall ma vo reizhet reishaet pep tra."[2]

Daveoù

kemmañ
  1. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 239
  2. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 239