Lezenn vrezel
Al Lezenn vrezel a vez graet eus erlec'hiadur ur gouarnamant trevour gant lezennoù milourel hag ar fed lakaat e dalc'h al lezennoù trevour kement hag an aozadurioù demokratel e-pad ur mare. Al lezenn vrezel a c'hell padout ur mare dibad, ur mare resis hervez bonreizh ar vro. Ar frankizoù trevour a zo alies ehanet an amzer ma bad al lezenn vrezel. A voaz eo disklêriet ar stad-se dre ma vez ur brezel pe ur gwallzarvoud evel un emsavadeg er vro pe c'hoazh pa vez gwallreuzioù naturel. Gellout a ra al lezenn vrezel da vezañ lakaet da dalvezout ivez pa vez un taol-stad milourel.
Kenarroud
kemmañEn desped da veza bet disklêriet alies e-kerzh an istor, al lezenn vrezel a chom un ober gwelet fall. Ar wechoù kentañ ma vez graet gant an anv lezenn vrezel a zo e 1628 e Rouantelezh Bro-Saoz, pa oa bet an Aotrou Matthew Hale o tiskrivañ al lezenn vrezel evel, "lezenn ebet, met un dra gouzañvet muioc'h evit aotreet hervez lezenn." Kozh eo an arroudenn-se met chom a ra un dra gwirion en un toullad broioù dre ar bed hiziv-an-deiz. Evit darn an implijoù a vez graet eus al lezenn-se eo un ezhomm e-tal darvoudoù drastus muioc'h evit un implij gwirel, ha ma vez broioù o kaout aotreoù resis da implij al lezenn vrezel, evit un darn n'eus ket eus ur framm resis a aotre an implij pe get. Evit ar broioù na aotreont ket en un doare eeun disklêriadur al lezenn vrezel, met lec'h ma vez lakaet da dalvezout memestra, an doare gwirel diazez a vo "ar rediñ" d'en ober, pe un digarez a seurt-se embannet gant ar penn Stad pe an aotrouniezh nevez erruet er galloud.
Ukraina
kemmañFramm implij al lezenn vrezel en Ukraina a zo bet savet e 2015 "War ren gwirel al Lezenn Vrezel". Prezidant Ukraina eo a choaz embann al lezenn vrezel met ret eo e vije degemeret gant ar Verkhovna Rada.
Sukorea
kemmañE miz Here 1946, Gouarnamant milourel ar Stadoù-Unanet e Korea a embanne al lezenn vrezel evel diskoulm da Emsavadeg Daegu. D'ar 17 a viz Du 1948, gouarnamant ar prezidant Syngman Rhee a embanne al lezenn vrezel evit talañ ouzh Emsavadeg Jeju. D'an 19 a viz Ebrel 1960, ar Gouarnamant Rhee a embanne adarre al lezenn vrezel evit mougañ Dispac'h Mae.
D'an 3 a viz Kerzu 2024, ar prezidant Yoon Suk Yeol a embanne ur stad a reuziad gant al lezenn vrezel evit "gwareziñ frankiz Sukorea a-enep an nerzhioù komunour Norzhkorean hag evit freuzañ an hiniennoù enep-stad". D'ar 4 a viz KErzu 2024 da 01:01 AM KST, 190 lezennour a oa er Vodadenn Vroadel o doa votet evit tennañ al lezenn vrezel raktal.