Libération (kazetenn)

Libération zo ur gazetenn bemdeziek c'hallek embannet e Pariz abaoe 1973. Savet eo bet gant Jean-Paul Sartre ha Maurice Clavel, hag embannet evit ar wech kentañ d'an 18 a viz Ebrel 1973 o adkemer anv ur gazetenn all a oa bet krouet e 1927 gant an anarkour Jules Vignes. An anv a oa bet implijet ivez gant unan eus kazetennoù Résistance renet gant Emmanuel d'Astier de La Vigerie.

Logo ar gazatenn Libération
Poltred eus ar gazetenn

Ar gazetenn a zo unan eus tu kleiz pellañ pa grog an embann, goude-se e vez Libération o vont etrezek an tu kleiz sokial-demokratel e fin ar bloavezhioù 1970 goude dilez Jean-Paul Sartre e 1974. E 1978, ar gazetenn n'eo ket mui Maoour : Serge July a ziskriv ar gazetenn evel « Frankizour-anarkour ». E 2002, linenn soñj ar gazetenn a zo er c'hreizh a-gleiz pe kleiz sokial-demokratel. Darn al lennerien a zo eus an tu kleiz. E 2020, hervez Dov Alfon, ar rener nevez, Libé a zo « ur gazetenn frankizour eus an tu kleiz »

Mélenchon e ti Libération e 2012

Embannadur

kemmañ

Etre 1999 ha 2019 eo tremenet an niver a c'hazetennoù prenet eus 169 427 da 71 450 e 2019.

Tabutoù

kemmañ

Meur a dabut a zo tro-dro d'ar gazetenn Libération. Difennerezh ar pedofiliezh Aferioù : Versailles, Dugué ha Flip Fnac E 2014, ul levr gant Anne-Claude Ambroise-Rendu, istorourezh arbennik war ar pedofiliezh, ar justis hag an torfedoù, he devoa diskouezet penaos e oa bet ar gazetenn o tifenn ar bedofiliezh hag o reiñ an tu da bedofiled 'zo da embann o soñjoù e fin ar bloavezhioù 1970. Embannet e oa bet tresadennoù pedopornografek d'ar 5 a viz Du 1978 gant ar strollad Bazooka, ur fellasion gant ur bugel d'un den gour, a oa bet enlakaet er pajennoù kelaouiñ « Taules ».