Libba Bray
Libba Bray (ganet Martha E. Bray d'an 11 a viz Meurzh 1964 en Alabama) a zo ur skrivagnerez romantoù evit ar re yaouank. Brudet eo he heuliad tri romant A Great and Terrible Beauty, Rebel Angels ha The Sweet Far Thing.
He buhez
kemmañBetek an oad a 26 vloaz e voe o chom e Texas. E 1988 e tapas kaout un diplom war ar c'hoariva e skol-veur Texas (en Austin). Goude-se ez eas da New York, hag eno e labouras e bed ar brudañ-levrioù. Eno emañ o chom hiziv c'hoazh, gant gwaz ha mab. Gant he gwaz e oa bet broudet da skrivañ he romant kentañ, A Great and Terrible Beauty, a voe lakaet war roll bestsellers ar gelaouenn New York Times.
Levrlennadur
kemmañ- A Great and Terrible Beauty, embannet gant Random House, 2003
- Rebel Angels, embannet gant Random House, 2006
- The Sweet Far Thing, embannet gant Random House, 2007