Lignezoù Harley
An Harleian genealogies e saozneg, Achresau Harley e kembraeg, Lignezoù Harley e brezhoneg, zo un dastumad lignezoù kozh miret er British Library en Dornskrid Harley 3859 (Harleian MS 3859) hag a zo unan eus dornskridoù un dastumad anvet Harleian Collection. Ur vammenn a bouez eo al lignezoù-se diwar-benn istor ar Vrezhoned, ken en Hanternoz kozh ken e Kembre a-raok donedigezh an Normaned.
Un darn eus an dastumad, an dornskrid, zo ennañ Annales Cambriae (Recension A) hag un doare eus an Historia Brittonum bloaziet eus war-dro 1100[1].
Dre ma krog al lignezoù gant menegiñ lignezoù tad ha mamm Owain ap Hywel Dda (marvet e 988) e kreder e oa bet savet an danvez e-kerzh e ren. En dastumad e kaver ivez lignezoù rouaned all, eus Kembre pe eus an Hen Ogledd, an Hanternoz kozh. Darn eus al lignezoù a adkaver er Genealogies from Jesus College MS 20, lignezoù Kolaj Jezuz.
Levrlennadur
kemmañ- (cy) (en) Ar skrid
- Nicholson, E. W. B. "The Dynasty of Cunedag and the 'Harleian genealogies'." Y Cymmrodor 21 (1908): 63-104.
- James, J. W. “The Harleian Ms. 3859 Genealogy II: The Kings of Dyfed down to Arthur Map Petr. died c. 586.” Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd 23:2 (1969), 143-52.
- Siddons, Michael. "Genealogies, Welsh." In Celtic Culture. A Historical Encyclopedia, ed. John T. Koch. 5 vols. Santa Barbara et al., 2006. pp. 800–2.
- Phillimore, Egerton (gol.). “Annales Cambriæ and Old-Welsh Genealogies from Harleian MS 3859.” Y Cymmrodor 9 (1888): 141-83. Testun diplomatig. PDF ar gael o Internet Archive; hefyd ar gael ar wefan Keith Fitzpatrick-Matthews.
- Bartrum, P. C. (cyf.). Early Welsh Genealogical Tracts. Caerdydd: Gwasg Prifysgol Cymru, 1966. Fersiynau golygiedig ar gael ar Wikisource a Celtic Literature Collective Mary Jones.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Siddons, op. cit pp. 800-2.