Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Studi an dud a zo bet hendadoù (pe diagentidi) un hinienn pe a zo bet diskennidi dezhañ eo al lignezouriezh, houmañ pleustret gant al lignezourien, amatourien pe dud a vicher. Ur skiant harp d'an istor eo. Evit kavout roudoù an hiniennoù e vez furchet e meur a seurt skridoù : renabloù, dielloù an noterien, enskrivadurioù war vaen hag all. Evit dispak disoc'hoù an enklaskoù ha liammoù kerentiad etre an hiniennoù e vez savet taolenn-lignez. Hollad an diagentidi d'un hinienn eo al lignez.

Istor al lignezouriezh

kemmañ

A-gozh e klask an dud uhel mirout roudoù o lignez, dreist-holl lignez an tadoù. Gwechall (hag hiziv e kornioù'zo ar bed) e veze miret koun al lignez dre ar c'homz ha dre ar c'han ken e veze savet meurganoù gant danevelloù war lignezoù enno. En o zouez ez eus oberennoù Homeros, an Ilias hag an Odysseia. Er Bibl (en Testamant kentañ) ez eus rolloù diagentidi an dud pennañ (Noe, Abraham, Mose, Jezus, da skouer).

Hentennoù

kemmañ

Mamennoù pennañ

kemmañ

Kevarzheoù

kemmañ