Kevre Kampioned an UEFA

(Adkaset eus Ligue des champions de l'UEFA)

Kevre Kampioned UEFA (UEFA Champions League), bet krouet e 1955 hag anvet Kib ar c'hluboù kampion european betek 1992, zo ur gevezhadeg mell-droad hag a vez dalc'het bep bloaz gant an UEFA (Union of European Football Associations).

Kevre Kampioned
U. E. F. A.
Logo uefa 2012.png
Uefa champions league logo.png
Sport Mell-droad
Krouidigezh 1955
(Adanvet e 1992)
Rannved Europa
Perzheger da Kib ar bed kluboù ar FIFA
Dreistkib an UEFA

Skipailhoù
• Perzhidi
• Perzheget

76
32

Kampion 2017 Flag of Spain.svg Real Madrid (12vet titl)
Pennkampion Flag of Spain.svg Real Madrid (12 titl)

Internet uefa.com

Eno emañ ar c'hluboù gwellañ eus ar c'hevandir europat. Ar gevezhadeg mell-droad etrekluboù brudetañ en Europa eo, dirak Lig Europa.

Ar skipailh a c'hounez ar gevezhadeg zo perzheget diouzhtu evit ar bloaz o tont. Kemer a ra perzh ivez e Kib ar bed kluboù ar FIFA hag e Dreistkib an UEFA (ur c'hroga enep trec'herien Kevre ar Gampioned ha re Kevre Europa).

Skipailh ar Real Madrid, gantañ an titl abaoe daou vloaz, eo ar c'hlub titlet ar muiañ er gevezhadeg-mañ, daouzek kib gounezet gantañ.