Evit sterioù all ar ger lir, gwelit ar pennad Lir (disheñvelout).

Lir, pe gwell Ler (Lear en iwerzhoneg a-vremañ; Lir eo ar genitiv, ha Ler an nominativ)[1], eo anv doue ar mor e gwengelouriezh Iwerzhon. Unan eus doueed veur Tuatha Dé Danann eo. Tad eo da vManannan Mac Lir, da vBendigeidfran ha da vBranwen. Kaoz anezhañ zo e mojenn Oidheadh Chloinne Lir.

Children of Lir e Dulenn.

Mojennoù Kembre kemmañ

Kar eo an doue iwerzhonat Ler d'an haroz kembreat Llŷr‎.

Lennegezh saoznek kemmañ

Diwarnañ eo deuet anv ar roue King Lear ar pezh-c'hoari gant William Shakespeare.

Delwenn kemmañ

Er Garden of Remembrance e Dulenn, ma'z eo eñvoret harozed ar stourm evit dizalc'hted Iwerzhon ez eus un delwenn anvet Children of Lir, gant Oisín Kelly.

Notennoù kemmañ

  1. «Ler (“mer, océan”), génitif Lir (...) Oidhe Chloinne Lir ou “Mort des enfants de Ler”» Christian-Joseph Guyonvarc'h, Les Druides, Ouest-France Université, 1986, p.401.

Levrlennadur kemmañ