Listenn eus lodennoù City Hunter

Wikimedia roll
Logo an heuliad City Hunter

Koulzad 1 (City Hunter)

kemmañ
Lodenn Titl   Japan Skignadur gentañ
1 Suina suīpā Ekkusu wai zeddo wa kiken na kakuteru

(Un naetaer soutil. XYZ ur meskaj dañjerus)

06/04/1987
Ur muntrer a lazh merc'hed e kêr : o vleniañ e BMW gwenn e vez o tennañ gant ur bistolenn didrouzet warno. C'hoar a gouzañverezh ziwezhañ a c'houlenn gant Ryo Saeba veñjiñ he c'hoar
2 Watashi wo koroshite!! Bijo ni shōjun wa niawanai

(Lazhit ac'hanon mar-plij !! Tennañ war ur vaouez moutig ne ya ket)

13/04/1987
Ur genetikourezh a c'houlenn sikour gant Saeba. Tad ar vaouez en deus bet ijinet ur c'hleñved a c'hell difrouezhañ an holl baotred. Klask a vez war he lerc'h evit kaout ar formulenn gant tud fallakr. Goulenn a ra gant Saeba lazhañ anezhi ma vez paket gant ar re vil evit ma chomfe mut.
3 Ai yo kienaide! Ashita e no ten kaunto

(Na steuziez ket, ma garantez! 10 segondenn kont betek warc'hoaz)

20/04/1987
John Turner, ur bokser pouez kreiz, a zo lazhet en ur park a-raok ur c'hrogad evit un titl. He wreg, medisin ha sportourez a c'houlenn sikour gant Saeba evit lazhañ an den kablus eus ar muntr.
4 Bijo jōhatsu!! Butikku wa yami e no sasoi

(Steuziadur ur plac'h kenedus!! Ar stal a gas ac'hanoc'h d'an ifern)

27/04/1987
Ugent maouez a zo steuziet e nebeut amzer er gêrbenn. Tony, kamalad Ryo a c'houlann digantañ ober un enklask war an afer-se. E c'hoar a zo e-touezh ar re steuziet.
5 Gubbai Makimura! Ame no yoru ni namida no bāsudē

(Kenavo Makimura ! Un nozvezh deiz-ha-bloaz leun a daeroù)

4/05/1987
Ugenvet deiz-ha-bloaz Kaori eo. Tony en deus c'hoant kontañ dezhi gwirionez e orinoù, evel m'en doa prometet d'e dad. A-raok e rank mont da welet ur pratik en un davarn gwallvrudet.
6 Koi shinai joyū Kibou e no rasuto shotto

(Ar star digalon o treiñ a-enep ar spi)

11/05/1987
Ur produer filmoù a c'houlenn sikour Ryo evit difenn Anita,un aktourez brudet ha moutig. Gwallzarvoudoù iskis a zo bet e-pad treiñ he film ziwezhañ. Gant ma kendalc'hont da erruout e teu war-wel n'eo ket gwallzarvoudoù met klasket e vez muntrañ an aktourez.