Listeria zo ur c'herentiad bakteri Gram-Ya, dek spesad pe isspesad ennañ :

  • Listeria monocytogenes,
  • Listeria ivanovii isspes. ivanovii,
  • Listeria ivanovii isspes. londoniensis,
  • Listeria innocua,
  • Listeria seeligeri,
  • Listeria wellshimeri,
  • Listeria grayi isspes. grayi,
  • Listeria grayi isspes. murrayi,
  • Listeria rocourtiae,
  • Listeria marthii.

Dont a ra an anv Listeria eus hini ar surjian breizhveuriat Joseph Lister en devoa labouret kalz war an enepbreinañ e-kerzh an oberatadennoù.

E-touez ar spesadoù-se n'eus nemet Listeria monocytogenes hag a zo kleñvedus ouzh an den kement hag ouzh al loened. Ur spesad all, Listeria ivanovii, a zo kleñvedus ivez, ouzh al loened hepken avat.

Kavout a reer ar bazhilli hollvezant-se en douar, en dour hag er plant. Gallout a reont bezañ douget gant loened 'zo evel al loened-saout, an deñved hag ar givri kenkoulz hag al loened par oute. Lazhañ anezhe a c'haller ober o poazhañ ar bouedoù en tu-hont da 65°C. Oc'h ober kontrol d'un toullad mat a vakteri all e vezont barrek da baota en endroioù sall (holengar int) pe yen (1-45°C, gant un temperadur muiañ etre 30 ha 37°C). Aerobioteg-anaerobioteg diret ez eo gwelloc'h gante kaout ur pH etre 6 ha 9.