Little England beyond Wales
Little England beyond Wales ("Bro-Saoz Vihan en tu all da Gembre") zo anv istorel ur c'hornad e Kembre e kreisteiz Sir Benfro ha mervent Sir Gaerfyrddin, ma komzer saozneg abaoe kantvedoù petra bennak m'emañ pell diouzh Bro-Saoz.
Kentañ meneg eus "Little England beyond Wales" a gaver er XVIvet kantved, daoust ma rank an droienn bezañ koshoc'h , pa voe graet anv gant William Camden eus un Anglia Transwalliana.
An harz yezhel etre an tolead hag an douaroù kembraek a vez graet al Linenn Landsker anezhañ.