Livingston (Guatemala)

Ur pennad Livingston zo ivez.

Livingston zo ur gumun hag ur porzhig eus reter Guatemala war lez ar Mor Karib, e pleg-mor Honduras, en aber ar Rio Dulce. N'eus hent ebet da vont alese da neblec'h: dre ar mor ez eer alese da Puerto Barrios er gevred, pe betek Belize, ar vro amezek. An darn vrasañ eus an dud a zo eus ar bobl Garifuna.

Porzh Livingston, e Guatemala.

Anvet eo diwar anv ar politiker stadunanat Edward Livingston.