Livingstone
Livingstone zo un anv saoznek eus Bro-Skos, unan eus an anvioù a gaver e skourr skosat an tiegezh iwerzhonat Duinnshléibhe, pe Dunleavy e saozneg. Doareoù all zo dezhañ: Livingston, Levingston, Levingstone, Levinston, Levenston, Levinson, Levenson ha Levingstown.
Prouet e vije bet e teu Livingstone eus ar C'hlan MacLea, un anv hag a zeu eus an anv MacDuinnshléibhe ("d" a vije c'hwezhadennet hag an “e” dibenn aet da get), troet da gentañ da Maconlea, pe MacConloy, McCloy ha goude MacALeavy, MacAlea, MacLea, MacLay, McClay hag ivez Levy ha Leavy.
Orin
kemmañDont a rafe an anv eus kêr Livingston, a zo Leivinstoun e skoteg, ha Baile Dhùn Lèibhe e gouezeleg, ha brasañ kêr West Lothian, e Bro-Skos, ur 25 km er c'huzh-heol da Edinburgh ha 50 km er reter da Glasgow. Er biz dezhi emañ kêr Broxburn, ha Bathgate er gwalarn.
Tud
kemmañ- David Livingstone, ergerzher skosat
- Ken Livingstone, politikour saoz
Lec'hioù
kemmañ- Lammoù-dour Livingstone
- Livingstone (Zambia), kêr e Zambia