Al lizherennañ eo an dibab lizherennoù evit sevel ur bajennad skrid a vo moulet.

Titloù

kemmañ

Kemmañ a ra reolennoù al lizherennañ-titloù hervez ar yezhoù, pe ar broioù, ha marteze ivez hervez an embannerien, hag ar mareoù. Evel skouerioù e vo kemeret an titloù war ar goloioù, nemet e vije meneget int skrivet e lec'h all.

E galleg

kemmañ

Setu pezh a weler war golo al levrioù gallek:

  • Le Diable boiteux, Le Sage, Gallimard (kentañ ger ha kentañ anv-kadarn nemetken, ne vez ket lizherennet bras an anv-gwan).
  • Dictionnaire des personnages de la Bible, François Bonfils, Librio
  • Les quatre vérités, David Lodge, Rivages: ar ger kentañ hepken
  • Grammaire bretonne, Pierre Trépos, Ouest-France: ne vez ket lizherennet bras an anv-gwan.

E saozneg

kemmañ
  • Coming up for Air, gant George Orwell (levr saoz, kentañ ger ha kentañ anv): skouer fall marteze rak ne vez ket lizherennet bras an araogennoù n'eus forzh penaos;
  • The Complete Short Stories of Erskine Caldwell, Signet (levr stadunanat, kentañ ger hag an anvioù-gwan hag an anvioù-kadarn)

E spagnoleg

kemmañ
  • La bruja y el maestro, Mariasun Landa (kentañ ger hepken ).

E brezhoneg

kemmañ

Peseurt reolennoù a zo implijet e brezhoneg, ha gant piv int bet savet? Marteze gant an embannerien. Ret e vije studiañ doare pep hini.

Doare An Here

kemmañ

Sed a zo skrivet war ar goloioù:

  • Ar Pennoù Koltar war an enez, An Here
  • Ar gañfarted hag al louarn kamm, An Here

Doare KVB

kemmañ
  • A-berzh mamm-gozh, YF Jacq, KVB

Levrlennadur

kemmañ