Lizherennegoù jorjiek

Meur a lizherenneg a zo bet implijet evit skrivañ ar jorjieg abaoe m'eur krog d'e skrivañ (gwelet pelloc'h). Hiziv an deiz e vez implijet an doare skrivañ anvet Mc'hedrouli (მხედრული, "skritur milourel").


Lizherennegoù jorjiek
I - Asomtavrouli
II - Nousc'ha-c'houtsouri
III - Mc'hedrouli

Implijet e vez al lizherenneg jorjiek a-vremañ (mc'hedrouli) da skrivañ ar jorjieg dreist-holl, met ivez un nebeud yezhoù kaokazek all.

Teir lizherenn ha tregont a zo el lizherenneg a vez implijet hiziv an deiz evit skrivañ ar jorjieg a-vremañ. Lizherennoù all a zo bet implijet gwechall ivez (diskwelet e mouk en daolenn a-is):

Lizherennoù Mc'hedrouli

Ne ra diforc'h ebet etre al lizherennoù bras hag ar re vihan. Klasket zo bet, koulskoude, implijout un doare skritur koshoc'h anvet asomtavrouli da dalvezout da lizherennoù bras:

Lizherennoù bras asomtavrouli

Istor al lizherenneg(où) kemmañ

Ijinet e oa bet doare-skrivañ koshañ anvet Asomtavrouli ("lizherennoù bras", gwelet a-us) pe Mrgvlovani "skritur ront" e 412 a-raok Jezuz gant beleion jorjieg Matra (perseg Mithra), bet cheñchet un tammig gant ar roue Parnavaz I ag Iberia e 284 aJ.

Deuet e oa war wel un doare-skrivañ all en IXvet kantved anvet Nousc'huri ("lizherennoù bihan") pe kutc'hovani ("karezennek"). Implijet e veze an asomtavrouli hag an nousc'houri, anvet a-stroll c'houtsouri (ხუცური, pe "skritur an iliz"), evit sevel skridoù relijiel ma talveze al lizherennoù asomtavrouli da lizherennoù bras.

Deuet eo war wel al lizherenneg a vez implijet hiziv anvet Mc'hedruli (მხედრული, "skritur milourel") evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Implijet e veze betek ar XVIIvet kantved evit sevel skridoù na dennent ket d'an iliz, met war-lerc'h e veze implijet al lizherennoù-se evit an holl skridoù, relijiel pe get.

Liammoù diavaez kemmañ