Llandecwyn
Llandecwyn zo ur geriadennig hag ur barrez eus Kembre, e kontelezh Gwynedd. E kumuniezh Talsarnau emañ.
Emañ Llandecwyn e gwalarn korn-bro Ardudwy, war lez ar stêr Dwyryd. En em astenn a ra ar barrez eus ar mor betek torgennoù ar Rhinogydd.
Er Grennamzer e oa e kombod Ardudwy Uwch Artro. Hervez ar richenn e oa bet savet ur peniti eno gant sant Tecwyn er VIvet kantved. An iliz a weler bremañ a voe savet e 1879, met araozi e oa un iliz eus ar Grennamzer eno. Eus an iliz e weler aber an Dwyryd, ar mor ha Portmeirion. Strewet eo tiez Llandecwyn war ar maez en-dro dezhi. Tremen a ra Hent-houarn Arvor Kembre dre Llandecwyn.