Llandydiwg
(Adkaset eus Llandidiwg)
Llandydiwg (Dixton e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur barrez e Sir Fynwy e kreisteiz Kembre. Emañ en hanternoz da gêr Trefynwy, e biz ar gontelezh, nepell diouzh bevenn Bro-Saoz.

Ar stêr Gwy a red hebiou Llandydiwg.
Da sant Pedr (Pêr) eo gouestlet an iliz-parrez, met krediñ a reer e voe savet an iliz-se e-lec'h unan goshoc'h pe e-lec'h ur peniti gouestlet da sant Tydiwg[1], alese anv al lec'h.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Baring-Gould, Sabine & Fisher, John. The Lives of the British Saints: The Saints of Wales, Cornwall and Irish Saints – Volume 4, p. 288. Whitefish, Montana : Kessinger Publishing, 2005 (ISBN 978-0-7661-8767-2)