Llanegryn zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e Meirionnydd, e kreisteiz kontelezh Gwynedd. Emañ en hanternoz da Dywyn, ouzh tor Allt-lwyd, an hini gentañ en un heuliad torgennoù etre Cadair Idris hag ar mor. Redek a ra an Afon Dysynni hebiou ar gêriadenn.

Iliz Llanegryn.

D'an Itron Varia ha da Sant Egryn eo gouestlet an iliz, eus an XIIIvet kantved. Ur jube kaer zo enni, eus ar XVvet kantved ; kontañ a reer e oa bet degaset eus Abati Cymer, e-kichen Dolgellau.

E 2011 e oa 303 a dud o chom e kumuniezh Llanegryn ha 148 anezho a oa kembraegerien (49,8%)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..