Llanwnda (Sir Benfro)
Ur pennad Llanwnda zo ivez.
Llanwnda zo ur gêriadenn vihan eus mervent Kembre, e Sir Benfro.
Da Sant Gwyndaf (pe Gwnda) eo gouestlet an iliz-parrez.
E-kichen ar gêriadenn emañ al lec'h ma tilestras kantadoù a soudarded c'hall e miz C'hwevrer 1797, da argadiñ Breizh-Veur, keit ha ma oa soudarded all o vont da reiñ sikour da emsaverien republikan Iwerzhon, dindan renerezh Lazare Hoche. Ober a rejont ar riñs war ilizoù ar c'hornad ha war hini Llanwnda en o zouez[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ http://[www.bbc.com/news/uk-wales-south-west-wales-42548146 Llanwnda Bible damaged in last invasion of Britain on display, BBC Wales, 03/01/2018