Llithfaen zo ur gêriadenn vihan e ledenez Llŷn, e kontelezh Gwynedd, e Kembre. Emañ er biz da Nefyn hag e-harz menezioù Yr Eifl. Bremañ emañ e kumuniezh Pistyll.

Llithfaen ha Mor Iwerzhon en diabell.

Digoret e voe mengleuzioù greunvaen er c'hornad, en XIXvet kantved. Neuze e kreskas kalz poblañs Llithfaen ha kalz tiez a voe savet er gêriadenn gant tud deuet eus al ledenez a-bezh. Serret e voe ar vengleuz ziwezhañ (Chwarel Carreg y Llam) e 1963[1].

Notennoù kemmañ