Loch an Dàla

(Adkaset eus Loch Indaal)

Loch an Dàla (Loch Indaal pe Lochindaal e saozneg) zo ul loc'h-vor e-kreiz Enez-Ìle, e Bro-Skos. War lez gwalarn al loc'h emañ kêriadennoù Bruichladdich ha Port Sgioba, ha war al lez biz emañ Beul an Àtha‎ hag Am Bogha Mòr, kêr-benn an enez.

Kartenn Enez Ìle. Emañ Loch Indaal er c'hreiz.

Kanaouenn

kemmañ

Da noz e weler gouleier teir aod al loc'h, ha ganto eo bet awenet Iain Simpson da sevel ur ganaouenn saoznek brudet er vro hag anvet The Lights of Lochindaal.

 
Lochindaal, gwelet eus An Obha.

Traezh meur

kemmañ

Er c'hreisteiz da Am Bogha Mòr, ez eus un traezh hir, 10 km bennak dezhañ, hag a ya betek Ceann Tràgha, anvet Grand Strand e saozneg, ma weler kalz tud e-pad an hañv.

Skeudennoù

kemmañ