Loch Obha
Loch Obha (Loch Awe e saozneg) zo ul loc'h en Argyll ha Bute, en Uheldirioù Bro-Skos. Trede lenn brasañ dour dous Bro-Skos eo. Inizi zo evel Innis Chonaill hag Inishail.
Pesket e vez dluzhed hag eoged enni. Evel evit un toullad loc'hoù all eus Bro-Skos e lavarer ez eus ul loen mojennel o vevañ en he dourioù: amañ e vije ur silienn[1].
Dismantroù Kastell Inbhir Aora a zo war he ribloù, unan eus ar re ar muiañ luc'hskeudennet er vro. Korn-bro klann ar re Artair e oa.