Loch an Dàla
Loch an Dàla (Loch Indaal pe Lochindaal e saozneg) zo ul loc'h-vor e-kreiz Enez-Ìle, e Bro-Skos. War lez gwalarn al loc'h emañ kêriadennoù Bruichladdich ha Port Sgioba, ha war al lez biz emañ Beul an Àtha hag Am Bogha Mòr, kêr-benn an enez.
Kanaouenn
kemmañDa noz e weler gouleier teir aod al loc'h, ha ganto eo bet awenet Iain Simpson da sevel ur ganaouenn saoznek brudet er vro hag anvet The Lights of Lochindaal.
Traezh meur
kemmañEr c'hreisteiz da Am Bogha Mòr, ez eus un traezh hir, 10 km bennak dezhañ, hag a ya betek Ceann Tràgha, anvet Grand Strand e saozneg, ma weler kalz tud e-pad an hañv.
Skeudennoù
kemmañ-
The Big Strand, an traezh hir.
-
Lochindaal, gwelet eus Beul an Àtha.