Loeiz Iañ Anjev, pe Luigi d'Angiò en italianeg (Vincennes 1339-1384 Bisceglie), a voe kont, ha goude Dug Anjev, Roue Naplez ha Sikilia, ha roue Jeruzalem, kont Provañs.

Loeiz Iañ Anjev

Ganet e oa d'an 23 a viz Gouhere 1339, hag eñ eil mab e oa ar roue gall Yann II hag e bried Bonne de Luxembourg, ha mab-bihan da Fulup VI (Bro-C'hall). Breur e oa da Charlez V, roue Bro-C'hall war-lerc'h o zad.

Anvet e voe da gont Poitiers en 1350, da gont Anjev ha Maine en 1351, da zug Anjev en 1360, da letanant ar roue en Lengadok en 1364.

E 1356 e kemeras perzh en Emgann Poitiers. Prizoniet e voe e dad, ar roue gall, hag e vreur Fulup , pa c'hallas Loeiz tec'hel gant e vreur henañ Charlez.

E 1360 e voe sinet Feur-emglev Brétigny

Mervel a reas d'an 20 a viz Gwengolo 1384 e kastell Bisceglie, e-kichen Bari.