Luis I Spagn

(Adkaset eus Loeiz Iañ Spagn)
Ur pennad Luis Iañ zo ivez.

Luis I, pe Loeiz I Spagn (1707-1724), roue Spagn eus Genver da Eost 1724, da 17 vloaz, e-pad 229 deiz.

Luis, Priñs Asturiez, gant Jean Ranc en 1723

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa e Palez ar Buen Retiro, e Madrid. Mab e oa da Felipe V, roue Spagn, ha da María Luisa Gabriela de Saboya, ur verc'h da roue Sardigna. Dre ma oa priñs pennhêr e voe anvet da priñs Asturiez hervez giz ar vro. Seizh vloaz ne oa ken pa varvas e vamm e miz C'hwevrer 1714. Dek miz goude, e miz Kerzu, ec'h addimezas e dad d'ar briñsez italian Elisabetta Farnese, eus dugelezh Parma.

E 1724 e voe dilezet ar galloud gant Felipe V da reiñ ar gurunenn d'e vab.

Dimeziñ

kemmañ

Dimezet da Louise Élisabeth d'Orléans (1709-1742), anavezet e Spagn evel Luisa Isabel de Orleans. Bugel ebet n'o doe.

E varv

kemmañ

Goude marv Luis ec'h adkemeras e dad Felipe V ar gurunenn. Adkaset e voe e intañvez yaouank da Vro-C'hall, rak ne oa ket karet gant lez Madrid.