Lomener

kêriadenn e Mor-Bihan

Lomener zo ur gêriadenn war an aod, e kumun Plañvour, a-dal da enez Groe, etre Kerbab ha Kerroc'h. Ur porzhig zo, meur a draezhennig, hag un nebeud ostalerioù. Kalz ranndioù a vez serr adal an diskar-amzer.

Korventenn e Lomener, d'ar 1 a viz Genver 2014.

Er porzh e weler ul logell maltouter savet e 1893.