London Grammar
London Grammar, Amsterdam, 2017.

Bro orin Breizh-Veur
Doare(où) pop rock
Benveg(où) gitar tredan

London Grammar zo ur strollad sonerezh breizhveuriat. Tonioù elektro a son ar strollad, a denn d'an indie-pop, d'an dream-pop ha d'an trip-hop, met levezon ar soul hag ar sonerezh klasel a c'hall bezañ klevet warno ivez, war an trede pladenn dreist-holl. Alies-mat e vez kontet e sonerezh da velkonius ha da drivlius, ton koulz ha kan, a-drugarez da vouezh sklintin ar ganourez Hannah Reid.

E 2009 e voe fontet ar strollad, e Nottingham, e-lec'h ma oa Hannah Reid (ar ganourez) ha Dan Rothman (ar gitarour) war o studi. Kanaouennoù savet gant tud all a sonent da gentañ. Ur wech en em gavet ganto Dominic « Dot » Major, a ouie soniñ a bep seurt benvegoù (klavieroù, taboulinoù..), e komañsjont da sevel o zonioù-dezho. London Grammar a zivizjont ober eus o strollad, un anv a ra dave da gêr c'henidik Hannah ha Dan, hag un anv "hollvedel", gouez dezho, "ken etrebroadel ha kel liessevenadurel ma'z eo" Londrez.

Ur wech achu gant o studioù e stagjont da soniñ ha da droiñ e tavarnioù hag e kleuboù, e kêr Londrez peurliesañ. Ar ganaouenn Hey Now a embannjont e YouTube e miz Kerzu 2012. Berzh a reas, evel an EP (= pladenn verr) Metal & Dust ma oa embannet. Gant un dek festival bennak e Europa dija e voe kouviet ar strollad e-pad an hañv.

Seul vui e veze gortozet ar bladenn glok kentañ ma rae berzh-bras an eil single tennet eus an EP: Wasting my Young Years, brudetañ kanaouenn ar strollad a-viskoazh, bet selaouet hogos 70 milion gwech enlinenn. If You Wait a yeas er-maez e miz Gwengolo 2013: eizh ton nevez a oa bet savet eviti, ouzhpenn peder c'hanaouenn ar bladenning. Daouzek kanaouenn en holl, a voe tennet seizh single anezho en diwezh, en o zouez Strong ha Nightcall (homañ-ziwezhañ diwar ur ganaouenn gant Kavinsky). Muioc'h evit ur milion a skouerennoù eus If You Wait zo bet gwerzhet abaoe, dreist-holl e Breizh-Veur (5vet pladenn gwerzhet ar muiañ eno e 2014), e Aostralia hag e Bro-C'hall.

Truth Is a Beautiful Thing eo anv o eil pladenn, aet er-maez e miz Mezheven 2017. Pevar single a voe tennet anezhi : Rooting for You, Big Picture, Truth Is a Beautiful Thing, Oh Woman Oh Man. Nikun anezho n'he deus graet tro-vat evel kanaouennoù ar bladenn gentañ: evel ma voe diskuliet diwezhatoc'h e oa bet start da izili ar strollad kavout awen a-nevez, ha "dijeriñ" o statud nevez, ken trumm e oa bet lañset ha kresket an traoù. Pep a bladenn aour a resevas Truth Is a Beautiful Thing memes tra e Breizh-Veur, e Bro-C'hall hag e Belgia.

En diskar-amzer 2020 e voe kemennet trede pladenn ar strollad gant div ganaouenn anezhi: Baby It's You ha Californian Soil. Homañ-ziwezhañ zo hañval hec'h anv ouzh hini ar bladenn, daleet un tamm hag aet er-maez d'an 16 a viz Ebrel 2021. Da reiñ lañs dezhi war an ton bras e tiskouezas ar strollad e YouTube ur sonadeg bet enrollet en Alexandra Palace Theater (Londrez) asambles gant ul laz-seniñ hag ul laz-kanañ. Ar pozioù skrivet gant Hannah Reid zo awenet gant an diaes ma oa bet dezhi plediñ gant ar berzh ha gant ar vrud, hag an doare ma hañvale dezhi ne c'halle ket bezañ mestr war he buhez ken abalamour dezho.

  • Hannah Reid (ganet d'an 30 a viz Kerzu 1989)kan, piano, klavieroù, rhodes (abaoe 2009)
  • Dan Rothman (ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1989)gitar tredan, gitar akoustek, gitar boud (abaoe 2009)
  • Dominic « Dot » Major (ganet d'an 23 a viz C'hwevrer 1991) – klavieroù, piano, rhodes, toserezh, taboulinoù, djembe (abaoe 2010)

Pladennoù

kemmañ
  • 2013: If You Wait
  • 2017: Truth Is a Beautiful Thing
  • 2021: Californian Soil
  • 2024: The Greatest Love

Liammoù diavaez

kemmañ