Loren (Lothringen en alamaneg, Lothringe e frankoneg Loren, Loutrengen e luksembourgeg, Lorraine e galleg, Lotharingen e nederlandeg) a zo ur vro istorel eus Europa ar C'hornaoueg, ganet diwar:

hag he deus roet

Ar skoed kemmañ

 
Skoed Loren

War skoed Loren e weler teir erezan ("alérion" e galleg), erered bihan. Un tregejad eus LOREINA (ur skrivadur latin eus anv ar vro) eo ALERION, ar pezh a vez graet "ardamezioù kanus" en heraldik.

Douaroniezh kemmañ

Un drederenn eus an tiriad zo goloet gant koadeier. Nancy ha Metz eo an div gêr vrasañ. Épinal, Diddenuewen, Forbach, Bar-le-Duc ha Verdun zo kêrioù bras all.

Treuzet eo gant ar Mozel hag ar Meuse.

Ar yezhoù kemmañ

El lodenn vrasañ eus Loren e vez komzet ur yezh romanek, al loreneg roman, hag e hanter departamant Moselle e vez komzet tri rann eus ar frankeg, ur yezh germanek : ar frankeg luksembourgek, frankeg ar Roen ha frankeg Mozel.

Gwelet ivez kemmañ