Los Alamos (New Mexico)

Evit sterioù all Los Alamos, gwelet amañ.

Los Alamos (anv spagnolek a dalv kement hag « an elv ») zo ur gêr e New Mexico, SUA, e traoñnienn ar Rio Grande. Emañ e 56 km eus gwalarn Santa Fe, kêr-benn ar stad. 12019 den a zo o chom enni.

Gwel eus Los Alamos.

En XXvet kantved e oa brudet evel kêr Labourva Broadel Los Alamos hag al lastez nukleel berniet eno. Aze e oa ivez arnodet ar vombezenn atomek kentañ d'ar 6 a viz Gouere 1945.

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo gant ar c'hêr rusian Sarov e lec'h emañ staliet kreizenn imbourc'h Rusia an armañ nukleel.

Tangwalloù

kemmañ
 
Tangwall La Concha e 2011.

Tangwalloù bras zo bet en tolead

  • 1954 Water Canyon
  • 1977 La Mesa
  • 1996 Dome
  • 1998 Oso Complex
  • 2000 Cerro Grande
  • 2011 Las Conchas

D'an 3 a viz Gouhere 2011 e oa c'hoarvezet brasañ tangwall anavezet en istor New Mexico. Aon zo bet e vije pulluc'het plutoniom ha skignet an danvez dañjerus-se dre an aer. Hervez ar vojenn e vije bet c'hwezhet an tan e-kreiz al labourva atomek gant ur gwiñver o c'hoari gant orjal tredan.