Los borrachos o el triunfo de Baco
taolenn gant Diego Velázquez
Los borrachos o el triunfo de Baco zo un eoullivadur graet gant al livour spagnol Diego Velázquez etre 1628 ha 1629 a c'haller gwelout e Mirdi ar Prado e Madrid. Anavezet eo dindan an anv Los borrachos (ar vezvierien).
Graet e voe evit roue Spagn Fulup IV Spagn.
Levezonoù
kemmañGwelout a c'haller levezon tri livour all:
- Rubens, en dije aliet al livour d'ober an daolenn,
- Caravaggio, en deus livet an doue Bacchus ivez,
- Ribera, en deus livet klaskerien-vara heñvel a-walc'h.