Lou Andreas-Salomé

Lou Andreas-Salomé (Louise von Salomé he gwir anv), ganet d'an 12 a viz C'hwevrer 1861 e Sant-Petersbourg ha marvet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1937 e Göttingen, oa ur skrivagnerez a orin eus Rusia troet war al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh.

Lou Andreas-Salomé, c.1897
 
Da 16 vloaz, e 1877

Merc'h e oa da C'hustav Salomé, ur jeneral rus, ur protestant a orin alaman eus ar broioù balt, dezhañ hendadoù protestant gall, met an nazied a embannas diwezhatoc'h e oa ur yuzev finnat. He mamm a oa genidik eus Danmark. Pevar breur he doa. Un deskadurezh uhel a voe roet dezhi d'ur mare ma ne veze ket skoliet uhel ar merc'hed yaouank. Abred-kenañ e lennas oberennoù Kant ha Spinoza. Diwanet eo bet e spered en un aergelc'h romantel. Diwezhatoc'h e tesachas evezh speredoù uhelañ he c'hantved.

Pa oa yaouank-kenañ c'hoazh e kejas gant ar prederour alaman Friedrich Nietzsche. Er bloaz 1882, ar prederour a vagas karantez outi da heul ur veaj a reas ganti hagar prederour alaman Paul Rée (1849-1901). Platonek e chomas ar garantez etre an tri lenneg-se.
Daou graf a oa boutin da Salomé ha Nietzsche, prederiet he doa war dodennoù evel "marv Doue", war ar marv dre vras, troet-kenañ e oa gant an hindouegezh, hag o-daou a oa fall o yec'hed, ur c'hleñved ha ne c'helle bezañ pareet pe gouzañvet aesoc'h nemet dre veajiñ e broioù klouaroc'h o hin evel Italia. Asambles e tremenjont teir sizhunvezh o vont hag o tont en ur brederiañ.

Nietzsche a welas ur varregezh dreist e spered Lou Salomé, met gant emzalc'hioù dic'houzañvus a-wechoù. Elizabeth Nietzsche, c'hoar ar prederour, a lakaas Salomé a-gostez, kuit da Nietzsche dimeziñ ganti. Biken ne bardonas Nietzche kement-se. A-bouez e voe an darvoud-mañ en istor e oberennoù.

E 1887, pa oa Lou Salomé 26 vloaz, ul louzawour damgollet e spered a c'houlennas diganti dimeziñ dezhañ, hag a lavaras en em lazhje mar nac'hfe ar c'hinnig. Asantiñ a reas-hi met ne voe nemet ur vrizhunaniezh. En desped da se, zoken ma oa diboell hag hep ster ebet hec'h eured, e kemeras anv he gwaz.

A-benn ar fin, Salomé a dremenas he buhez o veajiñ en un aergelc'h holleuropat hag o kejañ gant dreist-speredoù. E 1887 e kejas ouzh Rainer-Maria Rilke, a oa 14 vloaz yaouankoc'h egeti. Ar skrivagner a zalc'has roudoù eus Salomé en e spered betek fin e vuhez. Gantañ e veajas-hi e Rusia e 1900. An darempred kreñv-se a badas e-pad tri bloaz, hag an darempred a gendalc'has dre lizhiri betek fin e vuhez. Marteze eo bet Rilke an hini he deus karet evit gwir war ur savboent korfel. Lakaat a reas-hi e anv da cheñch eus René da Rainer, simplaat ha bravaat a reas e zoare da skrivañ, dont a reas da vezañ ur seurt mamm evitañ, hag e vuzenn.
Alies-kenañ e vez gwelet Lou Andreas-Salomé evel ur vaouez a gejas ouzh an dreist-speredoù, met ar sell-se a gas da fall stad un oberenn bersonel dedennus-kenañ. Skrivet he deus romantoù : Ruth (1895), Rodinka (1922) ; arnodskridoù diwar-benn Nietzsche, Tolstoy, Rilke, diwar-benn ar bredelfennerezh, ar wregelouriezh, hag un emvuhezskrif, hag un eskemm-lizhiri ramzel.

Met unan eus an darvoudoù pouezusañ en he buhez e voe, e 1911, he c'hejadenn ouzh Sigmund Freud, pa grouas ar bredelfennerezh. Salomé a zeuas da vezañ mignonez vras da Anna Freud, merc'h Sigmund. Ur c'henskrivañ hir-kenañ a aozas gant mezeg Vienna, ha sikour a reas anezhañ da sevel meizadoù ha damkanioù pouezus. Met ne oant ket a-du diwar-benn ar relijion, un dodenn hag a zedennas Freud e fin e oberenn.