Loupio

Bandenn-dreset

Les aventures de Loupio (Troioù-kaer Loupio) a zo ur rummad bannoù-treset katolik, savet gant Jean-François Kieffer hag embannet gant Fleurus. Tremen a ra an istorioù d'ar mare ma veve Sant Frañsez Asiz. Priz Etrevroadel ar Vandenn Dreset Kristen 2006 a zo bet gounezet gantañ e Angoulême.

Bet 'z eus bet lakaet daou levr e brezhoneg gant ti-embann Minihi Levenez : An Emgav ha danevelloù all ; Ar Chaseourien ha danevelloù all. E peurunvan eo skrivet al levrioù-se, er c'hontrol embannadurioù all Minihi Levenez.

Levrioù e brezhoneg kemmañ

Levrenn 1 - An Emgav ha danevelloù all kemmañ

(La rencontre et autres récits, bet embannet e 2003), embannet e 2007 gant Minihi Levenez.

Troioù-kaer :

  • An emgav
  • Ar groaz
  • Al lud-kordenn
  • An eneberien
  • Ar c'hlasker-bara
  • An toull-bac'h
  • Ar c'hraou

Kanoù :

  • Kan-bale Loupio
  • Nedeleg loupio

Levrenn 2 - Ar Chaseourien ha danevelloù all kemmañ

(Les chasseurs et autres récits, bet embannet e 2002), embannet e 2007 gant Minihi Levenez.

Troioù-kaer :

  • Ar Chaseourien
  • Joana
  • An teir ferlezenn
  • An avaloù
  • Ar c'honter krakoù
  • Ar chas

Kan :

  • Kan-bale ar foeter-bro

Gwelet ivez kemmañ