Ur skanner[1], pe c'hwilerver[2],[3],[4],[5], a zo un drobarzhell c'horren[6] hag a vez implijet da niverelaat an teulioù da lavaret eo da zielfennañ un teul d'e dreuzfeurmiñ en ur skeudenn baper pe en ur fichennaoueg skridtreter (roadennoù niverel). Evit ardivinkoù 'zo e vez kenstaget ar skanner enne evel el luc'heilerezioù niverel da skouer. Luget e vez ur skanner dizalc'h ouzh un urzhiataer peurliesañ.

Ur skanner kompez SCSI

Seurtoù skanner kemmañ

Graet e vez gant tri seurt skanner :

  • Ar skanner kompez : an dielfennañ a vez graet o lakaat ar follenn ent kompez war ur werenn eus an ardivink. Ar seurt skanner boutinañ eo.
  • Ar skanner dorn : bihan eo o ment. Rankout a reer dilerc'hiañ ar skanner gant an dorn war an teul d'e zielfennañ tachad-ha-tachad.
  • Ar skanner dre daboulin  : dirak ur werennig e tremen an teul da zielfennañ. An doare-se an hini eo e vez implijet gant ar pelleilerioù pe gant ul lodenn eus al luc'heilerezioù niverel pa vez implijet ur c'harger-teulioù gante.

Keroc'h e vez ar skannerioù-se evit ar skannerioù kompez.

 
Skanner levrioù emgefreek

N'eus ken un nebeud embregerezhioù a zalc'h da sevel skannerioù evel-se. Daoust ma'z eo digresket o friz e-doug an dek vloaz tremenet, e talvezont atav ur pikol sammad arc'hant da bostañ, pa geñverier o friz ouzh hini ar skannerioù kompez CCD dreist-holl. Koulskoude e vezont implijet c'hoazh abalamour d'o diarunusted brasoc'h, d'o ferzhioù evit rentañ al liv, ha kement zo... Dre ma'z eo gouest ar skannerioù dre daboulin da gaout diarunusterioù a ya betek 12,000 PPI e alier o implij evit an holl skeudennoù skannet zo da vezañ brasaet.

Kavout a reer ivez skannerioù levrioù emgefreek, un doare skanner kompez.

 
Ar c'hentañ skeudenn skannet

Gwerzhet e vez gant an embregerezh eus Bro-Suis "4DigitalBooks" ur skanner gouest da skannañ 3 000 pajenn bep eurvezh hep sikour den ebet. Tapout a ra krog er pajennoù o sunañ an aer zo e-kichen gant e vrec'h toullet gant un niver a doullouigoù.

Istor kemmañ

Ar c'hentañ skanner skeudennoù a oa savet biskoazh a oa ur skanner dre daboulin. Savet e oa e 1957 er "National Bureau of Standards and Technology" amerikan gant ur pare renet gant Russell Kirsch. Ar c'hentañ skeudenn a oa skannet gant an ardivink-se a oa ur poltred 5 cm karrez eus mab Kirsch a oa tri miz d'ar c'houlz-se, Walden e anv. Ar skeudenn du ha gwenn he deus ur resolution eus 176 piksel war un tu[7].

Mont en-dro ar skanner kemmañ

 
Skanner dorn
 
Skanner «stilo»
 
Skanner dre dremen

Mont en-dro ar skanner a c'heller taolenniñ evel-henn :

  • Braslennet e vez an teul linenn-ha-linenn,
  • Pep linenn a vez dielfennet e "poentoù" diazez anvet pikseloù,
  • dielfennet e vez liv pep piksel gant ur paker,
  • Digenaozet e vez pep piksel hervez an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz),
  • Pep parzh liv a vez muzuliet hag roet da intent gant un talvoud. Enkodet e vez an talvoud-se gant un eizhbit da lavaret eo e vez pep talvoud etre 0 ha 255. (enkoderezh daouredel).

Da zielfennañ un teul o deus al skannerioù pep a lamp halogen kaset en-dro gant ur c'heflusker hag a lenn an teul linenn-ha-linenn. Lec'hiet eo al lamp-se dindan ur werenn dreuzwelus e vez lakaet an teul warni, an tu da zielfennañ stok outi.

Gant un reizhiad melezourioù e vez degaset neuze gouloù al lamp betek pakerioù. Amdroet e vez ar gouloù gante en arouezioù tredan. Ar re-se a vez amdroet d'o zro e roadennoù niverel a c'hello bezañ un amred elektronek niverel hag o c'has d'un urzhiataer, da skouer.

Implijet e vez un amdroer kemblac'hel-niverel d'amdreiñ an arouezioù tredan e roadennoù niverel.

Daou seurt pakerioù e vez kavet er skannerioù :

> Ar pakerioù CMOS : Komzet e vez neuze eus teknologiezh CIS ("Contact Image Sensor"). implijet e vez gant an reizhiad-se un oged LED (ur vamm LED) da sklêrijennañ an teul. Berr-kenañ e rank bezañ an hed etre ar paker hag an teul.

> Ar pakerioù CCD (Charge-Coupled Devices) : gant ar skannerioù a implij ar pakerioù-se e vez implijet lampoù yen evel reoù neon. Peurliesañ e vez gwelloc'h perzhioù ar skeudenn dielfennet gante.

Arouezadurioù ar skanner kemmañ

  • An diarunusted e vez spisaet ganti pizhder an dielfennañ. Jedet e vez e poentoù dre veutad (PDM) pe e DPI (Dots Per Inch). Peurliesañ e vez kavet diarunusterioù war-dro 1200 x 2400 pdm (dpi). Depantoud a ra an diarunusted a-blaen ouzh niver ha perzhioù ar pakerioù ha diarunusted a-blom ouzh resister ar c'heflusker tredan.
  • Mentrezh an teul : hervez o ment eo gouest ar skannerioù da zielfennañ teulioù zo o mentrezh A4 (21 x 29,7 cm) pe A3 (29,7 x 42 cm).
  • An tizh gorren : galloudegezh ar skanner da c'horren un niver a bajennoù dre vunut eo an tizh gorren. Depantout a ra diouzh mentrezh an teulioù a zielfenner hag ouzhpenn diouzh an diarunusted a reer ganti. Jedet e vez e pajenn dre vunut (pdv).
  • An etrefas : Ar re bennañ a zo :

> USB 2.0 : un etrefas skoueriek eo a gaver e-barzh pep urzhiataer.

> Firewire : an hini gwellañ eo evit un drobarzhell a-seurt gant houmañ abalamour da dizh treuzkas ar porzh-se.

> SCSI : implijet-tre e veze ar porzh SCSI da gennaskañ ar skannerioù er bloavezhioù 90. Erru eo diamzeret bremañ (2006) hag kemeret eo bet e lec'h gant ar porzh Firewire pe USB 2.0.

> porzh a-stur : diamzeret bremañ dre-benn d'e c'horregezh.

Notennoù kemmañ

  1. Anvet ivez luc'hlenner, pe niverelaer gant lod.
  2. Yann-Baol an Noalleg, Geriadur an armerzh, Preder, 1995, p. 216a
  3. Guy Etienne, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1995, p. 399a
  4. Alan Monfort, Gerioù evit komz brezhoneg bemdez, Hiziv An Deiz, 2001, p. 203a
  5. Martial Ménard, Dictionnaire Français-Breton, 2012, p. 1220
  6. "acquisition"
  7. NIST Tech Beat, May 27, 2007