Lucas Cranach ar Yaouankañ

(Adkaset eus Lucas Cranach yaouank)
Ur pennad Lucas Cranach an Henañ zo ivez.

Lucas Cranach ar Yaouankañ (4 a viz Here 1515 e Wittenberg - 1586 e Weimar) a oa ul livour hag un engraver eus an Azginivelezh arzel alaman.

Lucas Cranach
Chaseal ar c'harv gant ar priñs Johann Friedrich (munud) 1544
Kunsthistorisches, Vienna
Gwener ha Kupidon (~1540)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Lucas Cranach an Henañ, ha perzh a gemeras e stal e dad azalek 1525. Ken heñvel eo oberennoù an daou anezho ken ez eo diaes o diforc'hañ, dreist-holl a re a savjont azalek ar bloavezhioù 1530 ha goude marv e vreur Hans e 1537.
E 1540 e timezas gant Barbara Brück, ha hi merc'h da Gregor von Brück, (ha kanseller ar priñs-dilenner Friedrich III). Pa varvas e wreg e timezas gant Magdalene Schurff, nizez da Philippe Melanchthon. E 1550 e voe dalc'het e dad, ha neuze e kemeras e lec'h en e stal. Pa varvas e dad e 1553 e teuas da vezañ perc'henn warni.

Etre 1549 ha 1568 e voe e servij kuzul-kêr Wittenberg ha meur a garg en doe : kanseller ha bourgmestr e voe. Pinvidik e voe betek e varv e 1586, a-drugarez d'an oberennoù gourc'hemennet gant priñsed Sachsen.

Taolennoù

kemmañ

Poltredoù

kemmañ

Taolennoù all

kemmañ

Oberennoù

kemmañ
1535-1549
  • Herkules hag Omfal Kopenhagen, 1535
  • Al lez o pesketa ha chase an arzhed, Cleveland, 1540
  • Charitas, Weimar, 1540
  • Caspar von Minckwitz Stuttgart, 1543
  • Anna von Minckwitz Stuttgart, 1543
  • Al lez o chaseal kirvi, hoc'hed-gwez ha lern Madrid, 1544
  • Aberzh Elias Leipzig, 1545
  • Poltred un den San Francisco, 1545
  • Poltred un den a 28 vloaz (marteze un emboltred) Varsovia, 1546
  • An Iliz wirion hag an hini faos , a-dreñv aoter iliz vras Wittenberg, 1547
  • Menez ar vertuzioù Vienna, 1548
  • Kemm-kredenn Paol Nurnberg, 1549
  • Prezeg Sant Yann vadezour Brunswick, 1549
1550-1559
  • Lucas Cranach gozh. - Firenze, 1550
  • Herkules hag ar bigmeed - Dresden, 1551
  • Herkules o kousket ha pigmeed - Dresden, 1551
  • Krist ouzh ar groaz, stern-aoter, iliz vras Weimar. Boulc'het gant Lucas Cranach gozh e 1552, echuet gant e vab e 1555.
  • Skeudennadur an daspren - Skrid-bez da Yann-Friedrich Sachsen hag e familh, Herderkirche Weimar, 1555
  • Ar priñs-dilenner Joachim II Brandenburg kenkiz chase Grunewald, Berlin 1555
  • Dasorc'h ar C'hrist Leipzig, 1557
  • An den dasorc'het - Skrid-bez da Gregor von Lamberg, iliz pennañ Wittenberg, 1558
  • Dasorc'h Lazarus Skrid-bez d'ar maer Michael Meyenburg, Nordhausen, iliz Sant-Blaise, 1558
  • Philipp Melanchthon , Frankfurt-am-Main, 1559
1560-1569
  • Badeziant Jezuz Skrid-bez da Johannes Bugenhagen, iliz pennañ Wittenberg, 1560
  • Joachim Ernest von Anhalt Halle, 1563
  • Agnes von Anhalt Halle, 1563
  • Poltred ur vaouez a renk uhel Vienna, 1564
  • Azeulerezh ar vêsaerien Skrid-bez Nedeleg da Gasper Niemegk, iliz pennañ Wittenberg, 1564
  • Priñs Aleksandr Sachsen - Dresden, 1564
  • Priñsez Elisabeth Sachsen - Dresden, 1564
  • Anna Sachsen, gwreg ar priñs-dilenner - Dresden, 1564
  • Margrave Georges Frédéric von Anspach-Bayreuth Potsdam 1564
  • Georg Friedrich Brandenburg-Ansbach Berlin, 1564
  • Ar priñs-dilenner Aogust Sachsen - Dresden, 1565
  • Kroazstagadur C'hrist Skrid-bez da Sara Cracov, iliz pennañ Wittenberg, 1565
  • Ar goan-sakr Skrid-bez da Joachim von Anhalt e Dessau, iliz Sant-Yann, 1565
  • Poltred un den a 44 bloaz Praha 1566
  • Poltred ur vaouez a 32 vloaz Praha, 1566
  • Gwini an aotrou Doue 'Skrid-bez da Baul Eber, iliz pennañ Wittenberg, 1569
  • Skrid-bez da Barthelemy Vogel iliz pennañ Wittenberg, 1569
1570-1579
  • Skrid-bez da Agnes von Anhalt, Klosterkirche Nienburg, 1570
  • Markgraf Georg der Fromme von Brandenburg-Ansbach (mit gezogenem Hut) Berlin, 1571
  • Markgraf Georg der Fromme von Brandenburg-Ansbach (mit aufgesetzten Hut) Berlin, 1571
  • Der gute Hirte Skrid-bez da Ehepaar Drachstedt, iliz pennañ Wittenberg, 1573
  • Die Kreuzigung Christi, Dresden, 1573
  • Das Gebet am Ölberg Skrid-bez da Anna Hetzner, iliz pennañ Wittenberg - Leihgabe der Kirche Dietrichsdorf, 1575
  • Kurfürst Johann Friedrich Berlin, 1578
  • Kurfürst Johann Friedrich Berlin, 1578
  • Margarethe Elisabeth von Ansbach-Bayreuth München, 1579
Azalek 1580
  • Die Auferstehung Christi - Skrid-bez da Vichael Teubner(?) e Kreuzlingen, 1580
  • Erich Volkmar von Berlepsch e Klein Urleben, 1580
  • Lucretia von Berlepsch e Klein Urleben, 1580
  • Hans von Lindau e Ottendorf, 1581
  • Der Weinberg Altar e Salzwedel, 1582
  • Die Kreuzigung Christi vom Colditzer Altar e Nürnberg, 1584
  • Blendung des Paulus Skrid-bez da Veit Oertel, iliz pennañ Wittenberg, 1586
  • Venus und Amor er Pinakothek, München
  • Elias und Baalpriester e Dresden
  • Loth hag e c'hoarezed
  • Sinnflut
  • Der Schneeberger Altar iliz Wolfgang Kirche, Schneeberg
  • Stern-aoter chapel Augustusburg

Notennoù

kemmañ
  1. « A voe implijet da ziazez gant Pablo Picasso pa livas « Poltred ur plac'h yaouank, diwar Cranach yaouank » (1958)