Lucien Fruchaud zo bet eskob Sant-Brieg ha Landreger eus ar 17 Gouere 1992 d'an 20 Eost 2010.

Buhez kemmañ

Lucien Fruchaud zo ganet d'an 23 Here 1934 e Lavreer-Botorel. Eskob a enor Eskopti Sant-Brieg ha Landreger eo abaoe miz Eost 2010.

Kelennet eo bet evit bezañ beleg e kloerdi bras Naoned. Beleget eo bet d'an 30 Mezheven 1962 evit eskopti Naoned.

Goude bet vikel e Yestinieg e-pad pemp bloaz, eus 1962 da 1967, e voe lakaet en karg ar re yaouank rann bastorel Enorzh eus 1967 da 1969, kent bezañ anvet aluzener an eskopti evit ar Mouvement rural de la jeunesse chrétienne (MRJC) eus 1969 da 1972, ha goude se aluzener rannvroel evit ar c'henstrollad-se betek 1975. Deuet e oa da vezañ aluzener an eskopti evit Chrétiens dans le monde rural (CMR).

Anvet e voe eskob Sant-Brieg ha Landreger d'ar 7 Gouere 1992 gant ar pab Yann-Baol II, ha sakret d'an 19 Gwengolo ar bloaz-se.

D'an 13 Gouere 1997 en doa lidet Sakramant an Aoter evit 100vet deiz-ha-bloaz iliz abbati Sant-Magloar Lehon, hag hervez ar pezh a vez kontet, en dije benniget an ograoù nevez.

Hervez lezenn an Iliz, roet en doa e zilez d'ar pab d'an 23 Here 2009, deiz e 75 vloaz. Dalc'het en doa gant e garg eskob betek an 20 Eost 2010.

Goude bet dilezet e garg eskob en deus adkemeret e labour stummer e kloerdi bras Sant-Yann Naoned, e eskopti kentañ,

Denis Moutel zo deuet war e lerc'h war gador eskob Sant-Brieg ha Landreger.