Lucretia Mott
Lucretia Mott, ganet Lucretia Coffin d'an 3 a viz Genver 1793 ha marvet d'an 11 a viz Du 1880 e Philadelphia, a oa ur stourmerez evit gwirioù ar merc'hed hag a-enep ar sklavelezh.
Bevañ a rae en ur familh quakered a soñje dezho e oa kevatal an holl dirak Doue. Pa deuas da vezañ kelennerez e verzas e oa hanter vrasoc'h gopr ar wazed eget hini ar maouezed hag e tihunas enni ar c'hoant da stourm evit gwirioù ar merc'hed. E 1811 e timezas gant James Mott hag un nebeud bloavezhioù goude ec'h ejont da chom da Philadelphia. Eno e teuas o zi da vezañ ul lec'h a-bouez evit ar stourm a-enep ar sklavelezh.