Lucrezia Bendidio

Lucrezia Bendidio (Signora pe Contessa Machiavella) (Ebrel 8, 1547 – goude 1584) a oa ur ganerez italian hag ur vaouez a renk uhel eus Ferrara.

E 1561 e oa dimezell a enor gant Leonora d'Este, merc'h da Ercole II d'Este (1508 † 1559), ha da Renée Bro-C'hall (merc'h da Anna Vreizh).

Meur a varzh a skrivas diwar-benn hec'h ampartiz da ganañ, ha Torquato Tasso ha Giovanni Battista Pigna en o zouez. Karet e oa bet gant Tasso e 1561, ha gant ar c'hardinal Luigi d'Este ha gant Pigna goude.[1] Tudenn "Licori" er pezh Aminta gant Tasso zo diazezet warni.[2]

Kanañ a rae gant al laz Concerto delle donne en deroù. Dimeziñ a eure d'ar c'hont Baldassare Macchiavelli eus Ferrara.

Gant he c'hoar Isabella Bendidio e kanas en abadennoù-noz prevez el lez ha kement-se a oa musica secreta al lez. Ur c'hoar all dezhi, Taddea hec'h anv, a zimezas da Giovanni Battista Guarini, hag o merc'h, Anna Guarini, a oa kanerez ivez e-barzh al laz Concerto delle donne, e-pad an eil prantad anezhañ.[3]

LennadurezhAozañ

  • Anthony Newcomb. "Lucrezia Bendidio", Grove Music Online, ed. L. Macy (accessed April 12, 2006), grovemusic.com (subscription access).
  • Newcomb, Anthony. The Madrigal at Ferrara, 1579-1597. Princeton University Press, Princeton, NJ. (1980)

NotennoùAozañ

  1. Newcomb, 1980 pg. 8
  2. Ibid.
  3. Ibid.