Al ludu eo an danvez tanav a chom goude deviñ koad, glaou, geot, butun.

Ur voestad ludu
Ludu war-lerc'h tan kamperien

Al ludu diwar an oaled a vez datumet gant ur paliked. En tier pinvidik e veze lakaet ur plac'hig da naetaat an oaled ha da zastum al ludu. Diwar al labour-se e teu an anv hag ar vojenn Luduennig.

Labour-douar

kemmañ

Implijet e vez al ludu diwar koad ha geot da demzañ an douar gant al labourerien-douar. Met an anv ludu a vez roet ivez da zanvez kimiek ha n'eo ket naturel a-wechoù.

Ludu korfoù

kemmañ

Deviñ korfoù an dud varv a vez graet e meur a relijion. Dastumet e vez al ludu e podoù, ha strewet a-wechoù.

Brudet eo Keith Richards da vezañ butunet ludu e dad.

Relijion

kemmañ
 
Podad ludu roman, Iañ kantved goude JK.

Al ludu a oa arouez ar glac'har hag ar morc'hed er relijionoù kozh, ha kemeret e vent gant an dud da skuilhañ war o fennoù.

 
Indouad goloet e gorf a ludu


Sellit ouzh ar ger Ludu er
wikeriadur, ar geriadur frank.