Ludwig Wittgenstein
Ludwig Wittgenstein a zo ur prederour hag ur matematikour bet ganet d'an 26 a viz Ebrel 1889 e Vienna (Aostria-Hungaria) ha marvet d'an 26 a viz Ebrel 1951 e Cambridge (Bro-Saoz). Labouret en deus war ar boelloniezh, prederouriezh ar matematikoù, prederouriezh ar spered ha prederouriezh al lavar. Kelennet en deus e Skol-veur Cambridge eus 1929 betek 1947.
E oberenn he deus ul levezon vras c'hoazh war redenn ar brederouriezh dezrannel, ha nevesoc'h zo war an denoniezh hag ar genelhentennoniezh.