Luise Habsburg-Toskana

Luise Habsburg-Toskana, pe Luise Antonia Maria Theresia Josepha Johanna Leopoldine Karolina Ferdinande Alice Ernestina Habsburg-Toskana, ganet d'an 2 a viz Gwengolo 1870 en Salzburg, en Aostria, ha marvet d'an 23 a viz Meurzh 1947 en Ixelles (e Belgia) a oa ur briñsez aostrian deuet da vout priñsez Sachsen dre zimeziñ.

Luise Saks e 1900
Luise gwisket en Maria Antonietta.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Ferdinando IV Toskana, bet diwezhañ dug-meur Toskana, ha d'e eil pried Alis Bourbon-Parma. He zad en doa kuitaet Toskana e 1859 da vont d'an harlu. Intañv e oa en Aostria pa oa addimezet.

Dimeziñ

kemmañ
 
Friedrich August III, pried kentañ Luise.

Eurediñ a reas d'an 21 a viz Du 1891 e Vienna da Friedrich August, mab pennhêr roue Saks, ha seizh bugel o doe.

dimezet e 1923 da Elisabeth Helene Thurn und Taxis (1903–1976)
e 1921 da Sophie Luxemburg (1902–1941)
e 1947 da Gina Dulon (1910–2002)
  • Maria Alix Carola, marv pa oa ganet (22. August 1898)
  • Margarete Carola Wilhelmine (1900-1962)
dimezet e 1920 da Friedrich Hohenzollern (1891–1965)
  • Maria Alix Luitpolda (1901-1990)
dimezet e 1921 da Franz Joseph Hohenzollern (1891–1964)
  • Anna Monika Pia (1903-1976)
dimezet e 1924 da Joseph Franz Aostria (1895–1957)

He daou vab henañ , Friedrich August ha Friedrich Christian, ganet o-daou e 1893, ne oant ket gevellet. Friedrich August a oa eus miz Genver, Friedrich Christian eus miz Kerzu.

Luise a oa karet e Saks, nebeutoc'h avat el lez ma ne blege ket d'ar reolennoù, ha trouz a veze gant he zad-kaer, ar roue Georg. D'an 9 a viz Kerzu 1902 e tec'has Luise eus Dresden, kêr-benn ar vro, abalamour m'en devoa gourdrouzet he zad-kaer he sparlañ e ti ar re sot e Sonnestein a-hed he buhez. Skoazell a gavas gant he breur. Tec'hel a reas hec'h-unan, hep he bugale, hogen dougerez eus Anna. Ur pennad e vevas gant kelenner he bugale, ar Gall André Giron, ken e krede an dud, e gaou avat, eo eñ an hini a oa tad da Anna.

Dizimeziñ

kemmañ

Torret e voe o dimeziñ e miz C'hwevrer 1903 dre un dekred a-berzh ar roue, he zad-kaer. Kement-se avat ne voe ket anavezet gant Impalaer Aostria, Franz Josef. Mervel a reas tad Friedrich August e 1904, ha setu he fried kozh anvet da roue. E Gwengolo 1907 ec'h addimezas Luise e Londrez d'ar soner italian Enrico Toselli. Ur mab o doe, Carlo Emanuele Toselli (1908 – 1969).

Goude an eured eo e voe tennet gant an impalaer Franz Joseph Iañ, evel penn an Tiegezh Habsburg, he holl zitloù diganti. Gant he zad avat, evel dug-meur Toskana, e voe krouet an titl a Gontez Montignoso eviti. Goude hir varc'hata e voe kaset he merc'h Anna da lez Dresden, da vevañ gant he breudeur ha c'hoarezed, e lez Sachsen. Luise he devoa klasket distreiñ da gêr Dresden, met miret e veze outi gwelout he bugale. Ur wech avat e c'hallas o gwelout, en ur c'hannati e-maez Sachsen. Gwech ebet ne voe skrivet ger a-enep dezhi gant he bugale en o eñvorennoù.

Torret e voe hec'h eil eured e 1912.

Dispac'h

kemmañ

E fin ar brezel bed kentañ e savas dispac'h en impalaeriezh alaman. D'an 13 a viz Du 1918 e tilezas Friedrich August ar gurunenn hag e lavaras d'an dispac'herien "Macht doch eiern Dreck alleene!" pa oant deuet da c'houlenn e zilez, rak dre ma oant souezhet o welout pegen buan en doa dilezet e garg ne ouient ket penaos ober ken hag o devoa goulennet kuzul digantañ.