Luskad Boogaloo

Al Luskad Boogaloo (saozneg: boogaloo movement) zo un aozadur feuls stadunanat enep-gouarnamantel. A-wechoù e vez graet "bezen" eus al luskad lies-se. Izili al luskad a ra anezho o-unan, pe graet e vez anezho, ar boogaloo boys pe boogaloo bois.

Izili eus al luskad Boogaloo e miz Genver 2020 e Virginia.

An izili a zikslêr int frankizourien prest da gemer perzh en Eil brezel diabarzh stadunanat lesanvet boogaloo. An droienn boogaloo zo bet implijet da gentañ war al lec'hienn 4chan e-tro 2012. Kroget eo an droienn da vezañ brudet da vat e fin ar bloavezh 2019 nemetken. An izili a ra gant an droiennoù boogaloo, gant kemmoù bihan war ar ger evit chom hep bezañ kastizet, evit ober anv eus emsavadegoù feuls a-enep ar gouarnamant kevredadel pe luskadoù an tu kleiz pellañ, ar re-se o vezañ a-du gant ar gouarnamant o klask dizarmañ ar geodedourien.

Ur banniel Boogaloo

Dre vras e vez graet eus al luskad unan eus an tu dehoù pellañ: a-du-krenn gant an armoù, enep gouarnamantel. En gwirionez pep strollad eus al luskad zo dieub, war temoù evel ar ouenn e c'hell bezañ disheñvel-mat o selloù. Lodennoù eus al luskad zo dreistbeliourien wenn pe neveznazied o klask plantañ reuz betek ma vefe ur brezel gouennel o tarzhañ. Lod all zo a-enep an naziegezh hag ar ouennelouriezh.

Al luskad Boogaloo a oa ul luskad enlinenn da gentañ met abaoe ez eo tremenet d'ul luskad a vez gwelet en darn eus an darvoudoù foran er Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl ar manifestadegoù evit George Floyd pe a-enep ar c'henfinamant. Armet-mat int hag alies e vezont gwelet gant ur roched hawaiian ha gant unwiskoù lu.