Luskad Dispac'helour evit un Demokratelezh Nevez
And-Jëf/Luskad Dispac'helour evit un Demokratelezh Nevez (e galleg: And-Jëf/Mouvement Révolutionnaire pour la Démocratie Nouvelle; and-jëf: "ober a-gevret" e wolofeg) a oa anv ur strollad marksour-leninour krouet e Senegal e 1962, gant Reenu-Rew e-doug ur C'hendalc'h bet dalc'het dre guzh e 1974.
Deiziad krouiñ | 1974 |
---|---|
Stad | Senegal |
Deiziad divodañ | 1991 |
Bac'het e oa bet an darn vrasañ eus pennoù ar Strollad e 1975, en o zouez Landing Savané, laosket da vont bloaz war-lerc'h e 1976 ma'z adstagas gant e oberoù politikel.
Oberiant-tre e oa bet ar Strollad e diabarzh ar sindikad "Unvaniezh Labourerion Dieub Senegal" (Union des travailleurs libres du Sénégal, UTLS).
E 1980 e stagas ar Strollad da embann ar gelaouenn Jaay Doolé Bi ("Ar Proleter").
E 1981 en em enrollas ar Strollad war restr ofisiel ar strolladoù politikel dindan an anv And-Jëf/MRDN.
E 1991 e oa And-Jëf/MRDN unan eus ar strolladoù bet savet gante ar strollad And-Jëf/Strollad Afrikan evit an Demokratelezh hag ar Sokialouriezh (And-Jëf/Parti Africain pour la démocratie et le socialisme, AJ/PADS).