Luskad Krouiñ (saozneg: "Creativity Movement") a zo anezhañ un aozadur relijiel diazezet war ar ouennelouriezh hag an enepyuzevegezh. Savet e oa bet a-ratozh-kaer evel ar relijion nemeti evit "Ar Re Wenn".

Evit al luskad ez eo ar ouenn wenn an hini wellañ hag ar re all a zo dindani. Nac'het e vez gantañ ivez ma oa bet lazhet juzevion gant an nazied hag a sav a-du gant an nevez-eugenouriezh, da lâret eo klask doareoù da "wellaat" an dud dre chench ar genoù. Pal seurt taolioù-arnod a zo kas war-raok ar re wenn hag o gwareziñ diouzh ar gouennoù all.

Etre 1996 ha 2002 e veze anavezet al Luskad Krouiñ evel Iliz Hollvedel ar C'hrouer (saozneg "World Church of the Creator" WCOTC) hag en diagent evel Iliz ar C'hrouer (saozneg "Church of the Creator") etre 1973 ha 1996.

Krouet e voe al Luskad dindan an anv Iliz ar C'hrouer gant Ben Klassen e 1973 pa embannas e levr Nature's Eternal Religion ("Relijion peurbadel an natur"). War-lerc'h e oa bet staliet Matthew F. Hale e penn ar strollad betek ma voe bac'het e tamallet da vezañ iriennet lazhat ur barner meur.

Staget e voe gerig Hollvedel ouzh anv al luskad gant Matt Hale e 1996 evit diskwel e klaske skignañ o c'hredennoù dre ar bed a-bezh a-benn skarzhañ ar re du hag ar juvezion diouzh ar bed-holl.

Kredennoù ha mont-en-dro

kemmañ

Setu ar "16 Gourc'hemenn"[1] constitute the stated doctrine of the organization:

  1. Ret eo strivañ atav evit lakaat ar ouenn wenn da genderc'hel a rumm da rumm;
  2. Ret eo genel bugale evit ma vefe muic'h a dud dud dre ar bed;
  3. Ret eo kaout soñj atav emañ ar gouennoù a-liv dindanomp hon enebourion. An re dañjerusañ a zo ar juzevion;
  4. Ret eo en em c'houelnn atav: petra eo ar gwellañ evit ar ouenn wenn?
  5. Ret eo mirout glan ar ouenn. Un torfed eo a-keñver an natur hag e-keñver ar ouenn e saotraat;
  6. Ret eo chom feal atav d'ar ouenn wenn dreistholl;
  7. Ret eo doujañ dreist-holl d'ar re wenn pa vwezer oc'h ober konwerzh. Tamm-ha-tamm eo ret chom a-sav da gaout aferioù gant ar juzevion. Arabat reiñ labour d'ar re du na da forzh pesuert hini all ne vefe ket gwenn e liv. Ret eo daremprediñ tud wenn nemetken;
  8. Ret eo distrujañ an doare da sonñal juzev ha skarzhañ anezhañ diouzh ar gevredigezh da vat. Ret eo strivañ kement ha ma c'heller evit krouiñ ur bed peurwenn;
  9. Hor heñcher eo al labour hag ar c'hrouiñ. Evidom-ni ez eo al labour un dra vat ha benniget eo hor gouenn rak labourat a ra kalz;
  10. Ret eo divizout pa vezer yaouank e vo graet un dra a-feson ha peurbadel evit enoriñ ar ouenn wenn;
  11. Ret eo difenn enor ar ouenn wenn atav;
  12. Dav eo labourat evit kas da benn raktres an natur dre klask gwellaat ar ouenn a rumm da rumm;
  13. Ret eo enoriñ ha gwareziñ ar familh rak un ailhadenn eo pep familh e chadenn alaouret ar ouenn wenn;
  14. A-hed ar vuhez ez eo ret difenn kredenn ar Gwad, an Douar hag an Enor. Diazez hor feiz eo hounnezh;
  15. Pep ezel eus ar ouenn wenn a dle en em dalc'hen gant fiziañs ha bezañ dispont oc'h implijout en un doare positivel an nerzh-kouiñ;
  16. Dont a rafomp en-dro da vezañ ni hon-unan mistri hon zonkadur

Feulster gant izili al luskad

kemmañ

Daoust ha ma vez disklêriet ez-ofisiel n'eun deus deus netra da welet gant ar feulster nag e sav a-du gantañ, e gwirionez meur a taol feuls ez eus bet kaset da benn gant izili al Luskad, ha gant pennoù ar strollad zoken.

E 1992 e voe tamallet daou ezel eus al Luskad, George Loeb ha Barbara Loebe, da vezañ gwalllazhet Harold Mansfield Jr., un amerikan du anezhañ, e 1991. Hervez ar strollad e oant bet lazhet o klask en em difenn met a-benn ar fin ez eas ar maout gant familh an hini marv ha rediet e oa bet an aozadur da baeañ ur milion a dolarioù. O klask hom hep papeañ e voe werzhet sêzva al Luskad gant Klassen ha lakaet Richard McCarty en e blas e pann ar strollad. Nebeudig war-lerc'h en em lazhas Klassen e 1993.

E 1999 e voe lazhet ur bern tud gant Benjamin Nathaniel Smith. Daoust ha ma roas e dilez nebeut a-raok, ur merzher evit al Luskad eo deuet da vezañ.

E 2002 e voe barnet daou ezel all tamallet da vezañ klasket tarzhañ meur a lec'h gouestlet d'ar juzevion pe d'ar re du e Boston o klask reiñ lusk da "vrezel sakr ar ouenn" (saozneg "Racial Holy War")

Liammoù diavaez

kemmañ